Pajenn:Milin - Marvaillou Grac h-koz.djvu/84

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
67
MARVAILLOU GRAC'H-KOZ

Neuze, war ar bed-man ne vent ket reuzeudik.
Evit poaniou dister, dismeganz pe rendael,
Ne lavarfent neuze ho deuz c’hoant da vervel.
Neuze ne vent gwelet o vont d’en em grouga,
D’en em veuzi er mor, pe da en em laza,
Da gas, enn eur ziskouez n’ho deuz skiant na kaloun,
Ho ene d’ann ifern hag ho c’horf d’ar c’hountroun.



AR C’HEUNEUTAER HAG AR MARO


Eur paour keaz keuneutaer goloet holl a vrankou,
Dindan he veac’h keuneud hag he zamm bloavesiou
Kroummet beteg ann douar, a glemme hirvouduz
O vont, a zoug he gamm, d’he di-soul mogeduz.
Kollet gant-han he nerz, isil, leun a anken,
Gant ar boan a c’houzanv e stlap he fagoden.