Pajenn:Milin - Marvaillou Grac h-koz.djvu/8

Eus Wikimammenn
Aller à la navigation Aller à la recherche
Gwiriekaet eo bet ar bajenn-mañ
VII
ALI D’AL LENNER.

labourat e lavare grons da dud he vro : « Prenet am euz e ker eur seurt bleud flour na gaver ket stank he bar war ar meaz ; ha gant-han e rinn eur seurt kouign, setu ! n’en deuz tanveat biskoaz Iann gouer, m’hen toue ! »

— Arabad oa toui, va den mad ; ne oa ket ho kouign dioc’h ann dibab ; bara-droug-ha-mad ne oa ken ; evit ho pleud, evit-han da veza flour a-walc’h, kouezet ez oa ebarz enn toaz meur a c’hrouanennig a lekeaz va dent da skrija. —

Ne dalve ked a-vad labour Rikou hini he batrom ; pell a ze. Petra-bennag m’en doa troet Mojennou Phaedr hervez kiz he barrez, ne oant ket hervez kiz ann dud desket kaer ; gand ar zonj d’ho lakaat braoc’h, e varellaz anezho a dammou gallek dastumet e ker, traou ken divalo ha ken iskiz e brezonek ma ’z int evel koz-penselliou ruz pe c’hlaz griet oc’h eur zae wenn gand eur c’hemener mezo-dall. Ne oa ked kennebeud he zoare skriva hervez ar reiz, na zo-ken atao hevelep, o veza e skrive eur ger eur wech enn eunn doare-bennag, ha goude-ze enn eunn doare all.

Mar tisplijaz he vojennou d’ann dud studiet mad, Iann gouer a gavaz ivez da damall enn-ho. Re verr, re grenn, re grak e oant, war he veno. Ar pez a oa mad e Rom, ne d-eo ket e Breiz ; kan al labousik a zo berr,