Pajenn:Milin - Marvaillou Grac h-koz.djvu/7

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
VI
ALI D’AL LENNER.

dre skrid ; goude-ze e oent troet e gregach gand Ezop, e latin gant Phaedr, e brezonek koz gant sant Kado, e gallek koz gand eunn itron a reer Mari a Vro-C’hall anezhi, e gallek nevez gand Iann Ar Feunteun, ar barz brudet, hag enn divez, enn hon amzer-ni, e brezoneg adarre, gant Rikou ha gand ann aotrou Goesbriand.

Ann daou-man a livirinn eur ger-bennag diwar benn ho labour, abarz dont da hini ann aotrou Milin.

Rikou oa mab eul labourer douar hag en doa c’hoant da ober eur beleg anezhan ; ne gasaz ket a-vad c’hoant he dad da benn, hag o veza er skol he zeskadurez a jommaz fraost. Tammouigou latin ha koz-tammou gallek ne zeuaz ken gant-han d’ar ger, nemed eul levrik skritur-moull, hanter roget ha peur-uzet, a lennet er penn-araog anezhan ar c’homsiou-ma e latin : Phaedri Fabulæ, da lavaret eo : Mojennou Phaedr.

Ouz ar mojennou-ma en doa dudi ; sellet a rea aliez ouz ar re anezho en doa troet e gallek, pa oa er skol ; he levrik zo-ken a gase gant-han d’he bark, ha pa oa dilabour, hen tenne dioc’h he c’hodel, hag ez ea a gostez d’he lenn dindan eur wezen-bennag : ken a lekeaz enn he benn trei lod anezhan e brezoneg.

Ann neb a venn, hen-nez a c’hall,

eme ar re goz ; diskouez a fellaz da Rikou e oa evid ober ar pez a oa he c’hoant. Hag hen d’ezhi ; hag enn eul