Pajenn:Milin - Marvaillou Grac h-koz.djvu/9

Eus Wikimammenn
Aller à la navigation Aller à la recherche
Gwiriekaet eo bet ar bajenn-mañ
VIII
ALI D’AL LENNER.

m’oar vad, ne ket hirr kennebeud ar Bater : hogen ne ked eul labous eo ann den, ha Marvaillou n’int ket Pateriou.

Gant c’hoant da ober gwelloc’h evit Rikou, ann aotrou Goesbriand, euz a Gerzaoulaz, e leac’h kemeret ar barz latin da batrom, a gemeraz lann ar Feunteun. — Eunn neiz eostik oa he vaner ; bemnoz, bemdez e kanet eno ; pa dave ann tad, e save mouez ar vugale, ha klevet a rann c’hoaz unan euz he verc’hed o kana ker flour :

          Peger kaer ez eo Kerzaoulaz
          Pa zeu ann noz da guzet,
          Er gwez pa vez ann deliou glaz,
          Pa vez skeduz ar stered !

Hogen ar brezoneg a gomzet e Kerzaoulaz, evit-han da veza, evel ma welit, bravoc’h eget hini ann dudjentil kouezet dioc’h lost ar c’harr, ne oa ket ato dinamm a-grenn. Hen anzao a rea ann aotrou : « Lennerien, eme-z-han, e kent-skrid he vojennou, va brezonek-me ne d-eo ket brezonek neteat a-bep kemmeskadurez eo ; komz a rann evel ma ra ann dud hep deskadurez. C’hoant am bize bet da lakaat ebarz va labour geriou gwir vrezoneg hep-ken, ha da deurel er meaz ar re c’hallek, pa oann evit kaout eur ger brezonek-bennag goest da zisplega mad ar pez am boa em spered.