Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
33
MARVAILLOU GRAC'H-KOZ
War gement-se ann holl a lavare enn dro
E vije diwar-n-hi brasa kear voa er vro.
Petra c’hanaz ? Ne gredfe den :
Eul logoden.
Setu eur marvaill a zo gaou
E kever ar pez a lavar,
Gwir eo a-vad e kalz a draou
A c’hoarvez brema war ann douar.
Mar selaoufet ann dud, ’vel diaoulou ann ifern,
Gant-ho eunn trouz spountuz, iou, kurun ha tregern,
Ve lavaret ’z afe ar bed gant-ho d’ar bern,
Ha pa dal em int war he gern,
Hevel oc’h eur c’hrubuill merien
O c’houezi, o termat evit loc’h eur blousen.