Pajenn:Milin - Marvaillou Grac h-koz.djvu/49

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
32
MARVAILLOU GRAC'H-KOZ

D’ho tad, d’ho mamm, d’ho kreg, — da re all ne reont tra,
A-raok mont da gousket, o vont enn ho kwele,
Da Zoue lavarit, tiek, euz a greiz hoc’h ene :
— « M’am beuz pec’het, Aotrou, war ann douar digoret
» Dioc’h va zal, dog ann deiz, dour-c’houez zo diveret.
» Evit va holl faziou, kemerit va c’houezen ! »
Neuze, ho labour kaer, war askel ho peden,
A nijo skanv d’ann env, dre ma’z eo kalounek,
Da gaout ann hini zo mignoun ha tad ann tiek.
Labourat zo pidi. — Evit peur lavaret :
« Ne c’hell beza euruz, ann den ne labour ket. »

————


ANN DORGENN O C’HENEL
————

        Eunn dra ne voe klevet biskoaz,
        E poan vugel eunn dorgenn vraz
        Ioue ker spountuz ma krene
        Ann douar dek leo ac’hane.