Pajenn:Milin - Marvaillou Grac h-koz.djvu/51

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Gwiriekaet eo bet ar bajenn-mañ
34
MARVAILLOU GRAC'H-KOZ


AR RAZED KUZUL GANT-HO
————


Eur c’haz paotr-mad, goaz ha ne voa tano,
        Krign-migourn he hano,
A zidoulle ker brao ar razed a bep korn,
Na welet anez-ho nag hini kamm na born,
Kement en d-oa lakeat d’ober er baill ho lamm.
Ann nebeud a voa c’hoaz, evit tizout ho zamm,
        Ne gredent mont er meaz,
        Gant aoun na vijent gwaz.
Gant-ho edo ar brud voa deut d’ho c’has d’ar bern,
E kroc’hen Krign-migourn, diaoul brasa ’nn ifern.
Eunn noz m’edo he-man o c’hoari he daoliou
Gant kisier all ar vro, paotred ar ribouliou,
        Endra edo gant-ho ’r zabad,
Ar vozadik razed, dastumet a vagad,
A zigoraz kuzul war-benn voa da ober.
        — « Staga eunn ourouller
» Oc’h gouzoug Krign-migourn, a gredann, ne ve fall,
» Eme ’r c’hosa ’nez-ho, ha pa deui d’hor gedal,