Pajenn:Milin - Marvaillou Grac h-koz.djvu/41

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
24
MARVAILLOU GRAC'H-KOZ

Ar vosen he hano, a stlape enn ifern
Loened a vagadou kaset gant-hi d’ar bern.
Ne zialanent holl, holl a-vad e voant skoet,
Heb dibri nag efa e choument evel mantret,
Al leon, koulz hag ar bleiz, e kichenik ann oan,
Al louarn tost d’ar iar heb ober mik na man.
Ann durzunel zo-ken, kollet he c’harantez,
Ne ziskoueze d’he far nep laouenidigez.
Evit klask eul louzou a enep ar c’hlenved,
Al leon, enn he ali, lavaraz d’al loened :
— « Me gred, va mignoned, e vezimp stropet holl
» Evit hor pec’hejou ; pep rumm a iel da goll,
» Ma ne deuomp a-benn da zevel oc’h ar grouk
» Ann torfedour brasa, penn-abek euz ann drouk.
» Evel-se marteze torro nerz ar c’hlenved,
» Hag unan o vervel, d’ar re all teui iec’hed.
» Er skridou e welomp, pa c’hoarvez gwall-euriou,
» E klasker evel-se out-ho pep seurt louzou.
» Kavet eo hon hini, n’hor beuz nemet gwelet
» Piou ac’hanomp brema en deuz gwasa pec’het.
» N’en em veulomp eta, hep damant diskouezomp
» Plegou kuz hor c’haloun hag e pe stad em’ omp.
» Evidoun-me, lountrek, me am beuz dispennet,
» Hep n’ho doa great drouk d’in, eunn taol braz a zenved,
» Hag a-wechou, zo-ken, em beuz ive debret