Mont d’an endalc’had

Pajenn:Milin - Marvaillou Grac h-koz.djvu/40

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
23
MARVAILLOU GRAC'H-KOZ

En devezo gwalc’h he galoun
Enor, madou dioc’h m’eo mac’houm ;
Ha mar d-eo gwe liven he gein
E pako c’hoaz silzik d’he lein.
Evit ar re a zo tud vad,
Tud kalounek da labourat,
Tud hag a dalv e vent meulet
Ha mui c’hoas e vent gopreet,
Ar re-ze paour, paour a vevo,
Ha, paour, gant ann naoun a varvo
Ma ne skrampont, evel aered.
Skrampet, neb a garo skrampet !


AR VOSEN WAR AL LOENED


Eur c’hlenved didruez hag a skign dre ’r bed holl
Ar spount hag ar maro, pa deu d’en em ziroll,
Klenved eaz da baka, taolet euz an envou,
Da skarza piz ann douar euz he holl dorfejou,