Pajenn:Milin - Marvaillou Grac h-koz.djvu/39

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
22
MARVAILLOU GRAC'H-KOZ

He glevet a voa eunn dudi ;
Ar big a-vad, o ragachat,
A dorre pennou tud ann ti.
Ne baoueze ket da chaogat
Ha da lavaret : « Boed d’in, boed !
Boed da Vargod enn he c’haoued ! »
Hag anez kaout da gorfata
Bek Margod a voa ar franca.
Ar pintik keaz, laouen bepred,
A gan hep goulenn tra ebed ;
Hag o klevet ker brao dudi,
Ann holl a rea he veuleudi,
0 lavaret : Eur c’haner eo !
Gant meuleudiou ne choumer beo.
Aliez siouaz ! ar pintik paour
Ne gave tamm na berad dour,
He zaou bodik goullo atao
Eunn deiz e voe kavet maro,
Maro gant naoun, enn eur gana.

Setu ann amzer zo brema !
Nep piou-bennag a c’hoar goulenn
Enn eur derri d’ann dud ho fenn,
Nep zo kasauz, a deu, a ia
Pep eil da glemm ha da ouela,