Pajenn:Milin - Marvaillou Grac h-koz.djvu/38

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
21
MARVAILLOU GRAC'H-KOZ

En em harpit noz-deiz ann eil hag egile,
Ha ne skuizot enn hent, kaer ho pezo bale ;
Na d-it ket euz ho pro, na d-it pell da gantreal,
Gant aoun na ve anken enn hent oc’h ho kedal.
Evid-oun-me a gar va zud, va iez, va bro
Ha kement zo enn-hi : reier, bruk ha dero,
Me zo gwelloc’h gan-en gwelet ann heol e Breiz,
Klevet trouz ar mor doun o kroza hed ann deiz,
Beza paour, reuzeudik ken a rankinn mervel,
Eget beza euruz enn eur vro all a-bell,
Ma ve red d’in eno mouga ar garantez
A zo krog em c’haloun, evel tan eur fournez.


AR BIG HAG AR PINTIK


Eur big a voa enn eur gaoued ;
Gant-hi voe lakeat eur pintik.
He-man, laouen ha sederik,
A gane bemdez kaer meurbed.