Pajenn:Milin - Marvaillou Grac h-koz.djvu/37

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Gwiriekaet eo bet ar bajenn-mañ
20
MARVAILLOU GRAC'H-KOZ

Koulm baour, gwelet e voe gant eur gup krabanek
O sacha war he lerc’h, evel eul laer tec’het,
          Eur pennad reun torret.
Ar gup a ia d’ezhi, digor ha lemm he vek,
Pa gouez war-n-han, d’he dro, evel eur mean pounner,
Euz a greiz ann envou, eur pez labouz, eunn er.
Epad m’edo ’nn daou-man oc’h enn em gribinat,
Ar goulm ha kuit e-biou. Diwar-nij e tisken
E liorz eunn tiik-soul voa eno e kichen,
          0 kredi evit mad
Voa er weach-man diout-hi distag he gwall stropad,
Pa deu eur c’hoz tamm paotr, d’ezhan pemp pe c’houeac’h vloaz,
(D’ann oad-ze eur bugel ne c’hoar pe zroug ra c’hoaz)
Da zinkla eeun out-hi eur mean gant he valtamm.
Koueza ra gwall dizet : ac’hano kamm-chilgamm,
Enn eur ziouaskella, leun-c’hoad, al labouz keaz !
Dizounet dioc’h mont, kuit d’he gouldri a zistroaz.
Brema’ma gant he c’hoar : diez e ve lavaret
Pegen euruz ho daou int oc’h en em garet.

Tud, c’houi holl enn em gar, Breiziz euz a bep bro,
En em garit bepred, na vezit ket edro !
E liorz ar bed poaniuz, boked ar garantez
A vez, seul-vui eo koz, kaeroc’h kaera bemdez.