» Ar pastor denved.
» Mar d-eo red e varvinn, ’velato e kredann
» E tle enn em damall eveld-oun peb-unan,
» Rak evit beza leal, hen-nez a dle mervel
» En deuz war he goustianz brasa pec’hed marvel. »
— « Aotrou, eme ’l louarn, re vraz eo ho morc’hed,
» C’houi a zo kalz re vad ; n’ho pezet poan spered ;
» Rak, m’her goulenn ama, piou zo ’vit lakaat
» E ve d’hoc’h-hu pec’hed dibri meur benn danvad ?
» Kredi a rann zo-ken e voe d’ezho enor
» Kaout enn ho kof, aotrou, dre ho kouzoug digor.
» Hag evit ar pastor, e c’heller lavaret
» E tlie, dre ’nn hent-se, mont da glask he zenved.
» Ha perak ve truez oc’h eur wenn dud ker kriz,
» N’ho deuz evit hor ren ken stur ’met ho diviz ? »
Setu lavar al louarn, hag ann holl d’he veuli.
Goude aotronez vraz, krinet gant ho ho fri,
A deuaz, pep eil tro, dioc’h ma voa hirr ho dent
Da ziskarga ho gor : holl, eme z-ho, voant sent :
Ann tigred, ar bleizi, bete ’r c’hoz chas bihan
A dlie d’ar Baradoz mont diwar hanter-vann.
Ann azen, deut he dro, a lavar evel-hen :
— « Ne deuz pell, sonj am beuz, eur weach, en eur dremen,
» Dre eur prad glaz a voa, me gav d’in, d’eur manac’h,
» Ann naoun, ar ieod flour ha, m’hen diskuill hep nac’h,
Pajenn:Milin - Marvaillou Grac h-koz.djvu/42
Neuz
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
25
MARVAILLOU GRAC'H-KOZ