Pajenn:Milin - Marvaillou Grac h-koz.djvu/145

Eus Wikimammenn
Aller à la navigation Aller à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
128
MARVAILLOU GRAC'H-KOZ

Staga a reont, m’int o tibri,
Pa c’houigour ’nn nor o tigeri.
Logoden gear e daou lamm-krenn
Zo enn he zoull ; e leac’h e-ben,
Ne c’hwie eno ann ardemez,
A skrab, a dro leun a enkrez.
Pa zistrojont euz a gear-guz,
Logoden gear, ne voa figuz,
’Stag adarre ; — war lerc’h, e-ben
A zo lostek gant he zersien.
He mignounez oc’h he gwelet
O krena, o veza nec’het,
A c’houlennaz dre garantez :
— « Petra zo o c’hoari gan-ez ? »
— « Strafuillet ounn gant ber braz aoun
» Ma’z eo d’in torret-krenn va naoun ;
» Keuz am beuz d’as peza kredet
» Hag ama da veza deuet.
» Ar pez voa mad a lavarez,
» Ar pez a voa fall a nac’hez,
» Ha koulskoude te da-unan
» A skrab ive, ’vel a welann,
» A-raok ann dud hag ar c’hisier,
» Stankoc’h ama evit em c’her.
» Gwelloc’h eo beza war ar meaz