Pajenn:Milin - Marvaillou Grac h-koz.djvu/146

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
129
MARVAILLOU GRAC'H-KOZ

» Enn eunn toull fall hag enn he eaz,
» Eget beza e ti rouanez,
» 0 krena atao gant enkrez. »


Ar marvaill-man dlefe deski
Ez eo gwelloc’h da bep hini
Choum e peoc’h en he di bihan
El leac’h m’ema euruz, diboan,
Eget beza e-kreiz anken
Enn eur maner zo d’ann estren.
Ne d-eo ket e tiez ar re all
E vever eaz, e varver leal.
Al logoden diwar ar meaz
Zo skouer d’ar re ne d-int ket eaz,
Ne d-int ket eaz war ar mesiou
Da choum hep dont war dro ’r c’heriou,
Da ziskouez ez int tud diskiant,
O kaout ho devezo arc’hant,
Dillad kaer ha boed da veva
Evit trei ar vein da zec’ha.
Ne ket enn amzer ma e kouez
Ann aour euz a vlenchou ar gwez !
Enn eur dec’het a-raok ann naoun
Hep labourat, int digaloun ;
Tud didalvez ha tud diroll