Pajenn:Milin - Marvaillou Grac h-koz.djvu/144

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
127
MARVAILLOU GRAC'H-KOZ

Evelato, ne choumaz pell ;
Laret a reaz d’he mignounez :
— « Ebad eo va doare gan-ez,
» Ha koulskoude gwell eo va zi ;
» Deuz gan-en, euruz e vezi.
» Ne d-eo eno evel ama,
» Ar pez as peuz ne d-eo netra.
» Eno, te a iel da gousket
» War ar plunv kunv, enn eur c’holc’hed ;
» Lojet vezi enn eul lez kaer
» Zo da eur roue pe da eul laer,
» E solierou goloet a-bez
» Gant limestra euz ann Indez.
» E-skoaz va c’hear, hep laret gaou,
» Da di, mignounez, zo eur c’hraou.
» Eno, ouc’h-penn pinvidigez,
» Es pezo traou, traou mad bemdez ;
» Deuz ’ta gan-en hag e weli
» Pe gemm zo etre hon daou di. »
Al logoden diek gounezet
A ieaz gant-hi. — En em gavet,
Logoden gear he c’has rak-tal
D’ar gegin, d’ar zolier, d’ar zal,
Leun a vadigou, a vleud flour,
Traou mad distaill n’en deuz ar paour.