Pajenn:Milin - Marvaillou Grac h-koz.djvu/137

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
120
MARVAILLOU GRAC'H-KOZ

Diner merglet, pensel, askorn pe vara louet,
Traou ne brizfe koz-chas c’houesa evit ho boued.
Al loened a laosker da beuri dre r’ mesiou,
Al laboused a nij dre hent kaer ann envou,
Hag ar paour, hen hep-ken, a vo miret out-han
Da vale dre ar vro, enn amzer zo breman ?
Dont a rai eunn amzer (daoust ha petra virfe ?)
Ma vo torret ho fenn ouz koz tud ar seurt-se.
Kaer a zo lavaret ; ni ne dalvezomp ket,
Ni zo ho bugale, hon tadou koz zo bet.
Ha war hor lerc’h, siouaz ! hor bugale, d’ho zro,
O welet petra reomp, falloc’h c’hoaz a vezo.

Da neb en deuz ezomm, roomp ann aluzen ;
Diskouezomp, evel Doue, e karomp ar beorien ;
Pe ma n’hor beuz netra, laoskomp da vihana
He gi gant ar c’heaz dall n’en deuz dourn d’he rena,
He flac’h gant ann den koz da vale dre ar vro,
Da vont, harpet war-n-hi, dre al leac’h ma karo !
Pe zrouk a zo eno ? Daoust ha fall eo diskouez
Eo mezuz enn oad-man oc’h ar paour kaout truez ?

Pedi, pedi zo red ; mont euz ar bed zo mad,
Ha gwelloc’h, kalz gwelloc’h, maga paour, emzivad !