Pajenn:Milin - Marvaillou Grac h-koz.djvu/138

Eus Wikimammenn
Aller à la navigation Aller à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
121
MARVAILLOU GRAC'H-KOZ




AL LOUMMIK DOUR MOR


D’ANN AOTROU CHARLEZ A VRO-C’HALL


E gweled ar mor doun eul loummik dour beuzet
A lavare o vont : — « Ne d-oun netra er bed !
» Perak, Doue galloudek, c’houi a dro ar rod vraz,
» Perak ho peus-hu great euz ac’hanoun, siouaz ! »
Er mare ma komze, eunn histren a zigor
Hag a ef enn he c’hreiz ar beradennik mor.
Dont da galedi ra, da veza mean perlez.

           Evel-se a c’hoarvez :
Pa stok dourn Doue enn den, a zo ann distera,
E strink diwar he dal eul lugern ar gaera.


Netra, netra er bed gant Doue ne d-a da goll :
Eul loumm dour er mor braz, war ann douar eur ieoten
A zo a ziraz-han ker kaer evel ann heol.
Evit kaout anezho n’en deuz nemet astenn