Ar c’henta gavaz diez, skoaz-oc’h-skoaz gant peorien
Bale dindan ann env, oc’h ann heol benniget.
Ann heol zo lagad Doue ha ne rafe tro ’r bed,
Ma n’en divije bet pell zo ar gourc’hemen
Da strinka ’vit ann holl tomder ha sklerijen.
Tomder ar garantez ne zell oc’h den, na tra,
Oc’h pinvidik na paour, oc’h brasa, bihana.
D’ezhi omp hevel holl : hag al laouenanik,
Ho preur-c’houi, peorien geiz, dister ha bihanik,
Zo kement diraz-hi ha roue brasa ar bed ;
Hen ha c’houi zo gant Doue gwelloc’h zo-ken karet.
Ne ket Doue diwar-n-hoc’h a droi he benn gant mez,
Diouz-hoc’h-hu birviken ne d-ai he garantez,
He garantez a bad evel he sklerijen.
Pe goulz e teui a-benn euz a galoun ann den,
Da ziskouez d’he spered, gant traou ar bed-ma dall,
Ne d-eo ket ann amzer brema evel gwechall ?
Gwechall e voa peorien, evel a zo brema,
Hag he kalounou hag a garie ranna
Kement tra ho devoa, madou ha karantez,
Gant ho breudeur doaniet, peorien enn dienez.
Brema ni hor beuz mez, ha marteze donjer,
Pa welomp ar re baour o tont war-zu hor c’her.
Evit ho c’has enn dro, kenta ha ma c’hellimp,
Ni, tud vad, kristenien, d’ezho petra a roimp ?
Pajenn:Milin - Marvaillou Grac h-koz.djvu/136
Neuz
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
119
MARVAILLOU GRAC'H-KOZ