Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
114
MARVAILLOU GRAC'H-KOZ
Lakit ho poan da labourat
Hag ann Aotrou-Doue ho skoasio,
Petra-bennag a c’hoarvezo.
AR WENANEN HAG AR GEILLENEN
Savet abred, eur wenanen
A zistroe d’he c’hest laouen
Gant eur beac’h mel e doa kavet,
Dre ar prajou war gant boked.
Gant-hi en em gav ’r geillenen,
A lavar d’ezhi : — « Penzoden !
» Atao em’ oud o labourat,
» Hep na deu d’id netra a vad.