Pajenn:Milin - Marvaillou Grac h-koz.djvu/130

Eus Wikimammenn
Aller à la navigation Aller à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
113
MARVAILLOU GRAC'H-KOZ

Tost d’eur c’honikl iaouank, hag out-han o sellet :
— « D’in-me oud, eme z-han, he gurun o c’hourdrouz,
» Ken a grenaz enn-dro al labousigou keiz.
      » Me eo Sezar, ne dec’h rak bleiz ;
      » Gan-en-me n’euz ket a c’hlabouz ;
      » Anavezet ounn e pep bro. »
      Ar c’honikl, pa glev he hano,
Lavar he in manus, a laka he ene,
      Enn eur ouela, ’tre daouarn Doue.
      Goulenn a ra, enn eur grena :
— « Aotrou ar C’hi, mestr ar vro-ma,
» M’en em roann d’e-hoc’h, petra a reot-hu d’in ? »
        — « Da laza rinn ! »
— « Ha mar tec’hann ? » — « Ne di ket pell,
     » Hag a-bred e ranki mervel ! »
— « Petra, eme ’r c’honikl, n’euz forz penaoz, bepred
     » Koll va buez a zo d’in red ?
» Mervel evit mervel, tec’het zo gwell gan-en. »
Ha dreist ar c’hleuz dioc’h-tu ar c’honikl a lamm krenn,
Piou damallfe ’nezhan ? Ne gredann den ebed.
          Rak-tal ma voe gwelet
          O vont kuit, o tec’het,
Ar chaseer war-n-han a viz eeun hag a denn ;
Hag ar c’honikl d’ar red, ha Sezar oc’h torgenn.
« Ac’hanta ! va c’holen, ha n’en doa ket great mad ? »