» Perak poania, evel a rez,
» ’Vit eur rouanez didalvez ?
» Mar karfez heuilla va c’helenn
» Ha labourat ’vid-oud hep-ken,
» Neuze ne ve kollet da boan. »
— « A gav d’id, koz trabel vihan,
» A lavaraz ar wenanen ;
» Ha petra dalv, me her goulen,
» Al labour n’eo great ’vit ann holl ?
» ’Vel da gomzou ez a da goll. »
E Breiz-Izel, e Breiz hor bro,
Ez euz koar ha mel tro-war-dro,
Koan ha mel euz ar re wella
Ne vent kollet, evel brema,
Mar karfe ’nn dud, ’vel ar gwenan,
En em voda holl a-unan
Da labourat ar brezounek.
Breiziz, gwir vreudeur kalounek,
Mougomp ann drouk dre ober mad,
En em skignomp holl e pep prad
Da gutuill bleunv ar re gaera,
D’ober eul labour ar gwella,
D’ober da Vreiz kant kurunen,
Ha pa ve fuc’h er c’hos keillen !
Pajenn:Milin - Marvaillou Grac h-koz.djvu/132
Neuz
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
115
MARVAILLOU GRAC'H-KOZ