Mont d’an endalc’had

Pajenn:Milin - Marvaillou Grac h-koz.djvu/117

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
100
MARVAILLOU GRAC'H-KOZ


AR MARO HAG ANN DEN KOZ TOC’HOR


        Ann dispounta rak ar maro
        Eo ar gwella kristen a zo.


Ann ankou, kaer en deuz, ne gav gant ann den fur
        Ann dro d’her paka vak.
Ar fur war c’hed atao, ha great gant-han he bak,
        Atao zo krog er stur,
Dre m’en deuz a-bell zo en em gelennet mad,
Eo red d’ezhan mervel a-bred pe zivezad.
N’euz mare dioc’h mare, bepred ema ’nn amzer
Da vont diwar ar bed : hirio, warc’hoaz, e-verr.
Gant hi ’voar krog-diskrog : evel ann dour a red,
Ar vuez deiz ha noz a dremen hed-a-hed,
Hag a gav, enn eunn taol, ar mor doun d’he beuzi.
Eul lezen eo d’ann holl, red eo plega d’ezhi.
Map tiern, evel map tiek, ar bugel, ann tad-koz
A rank dastum ho stal, ober ho lamm er foz
Pa sko ar morzol braz war boull ho c’halounou.
Skuba er meaz zo red, ah Iou ! ah Iou ! ah Iou !
N’euz forz pe oad hor beuz, pe vadou, pe c’hened,
Kaer hor bezo bale, mont d’ar penn all ar bed,