Oc’h hon heul e pep leac’h e vezo ar maro ;
Karrigel ann ankou gant rod ar bed a dro.
He falc’h zo war hor penn, gweach a zindan hon troad ;
Koulz a gleiz hag a zeou e touz ar ieod er prad.
Eur falc’her dispar eo, ne baouezo biken,
Endra vezo ann heol a para war ann den.
Betek ann diveza holl e vezimp stropet,
Piou zo n’her goar er-vad ? Kaer a zo lavaret,
Evelato ann den a laosk, dre he ridel,
He skiant a c’hreunennou da vont gant ann avel.
Eunn den toc’hor ha kant vloasiad
Enn eur glemm doaniuz war he stad,
Lavare d’ar maro rea d’ezhan re a-bred,
Heb beza war he du, mont er meaz euz ar bed.
— « Re zivezad, ’me z-han, ez ounn bet kelennet ;
» Hag hen zo leal mervel ker buan ha lavaret ?
» Gortozit c’hoaz, mar plij, ma teui va greg gan-en :
» Va map a zo iaouank, gedit ma vezo den ;
» Roit d’in-me amzer da zevel
» Tal-benn va zi a-raok mervel.
» Hag a er zo war-n-hoc’h, ankou ken didruez ! »
— « Paotr-koz, eme he-man, arabad ho pe souez !
» Klemm a rit heb abek e teuann re a-bred ;
» Ha n’ho peus-hu kant vloaz ? Kavit d’in-me, m’ho ped,
Pajenn:Milin - Marvaillou Grac h-koz.djvu/118
Neuz
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
101
MARVAILLOU GRAC'H-KOZ