Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
99
MARVAILLOU GRAC'H-KOZ
— « Gant-ho war benn tri deiz me a c’hello staga ;
» Da c’hortoz, debromp da genta
» Korden ar warek-man, great eo bet, me c’hoar-vad,
» Gant eur vouzellen oan, dioc’h ar c’houez eo anat. »
Hag ar bleiz da gregi, da zacha endra c’hell,
Hag ar warek o tizantell
Da stlepel ac’hano paotr ar bouzellou ein
Toullgofet treuz-didreuz, maro-mik war he gein.
Dont a rann d’am lavar : bezit perc’hen ho tra !
Setu eunn den, eur bleiz lazet ho daou ama :
Unan, dre c’hoantaat kaout re,
Ha dre veza piz, egile.