Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
85
MARVAILLOU GRAC'H-KOZ
Ve gwelet marteze o c’hober meur a dra
A lakafe ar vein enn dro d’omp da rusia.
Koulz ar re all ha ni ; m’hor beuz skiant ha furnez,
Ez eo, war gement-man, da bep-hini diskouez.
Ne dalv lavaret mad, mar d-a hon oberou
Dre gement stread louz zo a-enep d’hor c’homzou.
Tud gaouiad ha fallakr, perak p’em omp e blein,
Ne viromp oc’h hor c’har da dumpa war hor c’hein ?
Pastorien ! pastorien ! ’r bleiz ne ve tamallet,
Ma ve, evel d-hoc’h-hu, eunn douchenn oud he foued.
Pa n’hell kaout frank he damm, ez a gant-han dre laer ;
Anez, ermid, pep pred ve goullo he gaoter.