Ha gwelet dreist ar c’hleuz eur vanden bastorien
O staga dibismig gant eunn oan dioc’h ar ber.
— « Oh ! oh ! eme Willou, kik rost, paotred, amzer !
» Kik oan gant pastorien hag eskern gant ar chas,
» Ha me, evel eunn diod, a beuro ar ieod glaz ?
» Foeltr tamm ! ne rinn biken, n’ounn ket ken diskiant-se !
» Kentoc’h evit peuri oc’h ar grouk me iafe !
» Pa welann ar re-ze, zo lakeat da ziouall,
» Na dafe ann denved gan-en pe gant eunn all,
» Oc’h ho zouza kempenn ha, goude ho c’hignat,
» 0 tibri pe wella, hag ar chas o krignat
» Eskern euz ho dilerc’h. — ’Vid-oun da veza bleiz
» Me gar ive ’r bevin ha ne rinn ket koreiz,
» Nemet red e ve d’in ; dibri kik n’eo pec’hed !
» Ha pa gavinn apoue, n’em bo skorpul e-bed
» Evit dispenn, d’am zro, ann oan, he vamm hag all ;
» Ne rinn gwasoc’h d’ezho ’vit ar re ho diouall. »
Gwir a lavar ar bleiz : — Perak ken etre z-omp,
’Virfemp oc’h ar re all d’ober ar pez a reomp ?
Rouanez ha re vraz, ni pennou ar c’heriou,
Ha ni ive ezec’h, enn hon tiegesiou,
Ni laka d’ar maro, ni gastiz ar re fall,
Ha ma ve sellet piz, dreist ar c’hleuz enn tu-all,
Pajenn:Milin - Marvaillou Grac h-koz.djvu/101
Neuz
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
84
MARVAILLOU GRAC'H-KOZ