Pajenn:Milin - Gwechall-goz e oa.djvu/87

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



— Ac’hanta ! emezan, va c’henderv Gevred, sell ama ’ta, hag e weli petra ’zebront, n’eo ket razed int. Sell, emaint o staga gant eur yar, gwelet a rez. Evidon-me n’em eus netra da lakaat dindan va dent, ba koulskoude eo red d’in diskenn ama, pa ’c’h eus bet ar vadelez d’am digas, Da drugarekaat a ran, te ha ba da vreudenr. Keit ha ma vevin em bezo sonj ac’hanoc’h, hag e vezin anaoudek d’eoc’h ho-pevar.

— Me ya d’az tiskenn ama neuze, pa fell d’it, eme an Avel-gevred, Evelato em eus truez ouzit, o welet ec’h eus naon ha netra da zibri. Me n’am eus nemet eur grampoezenn ganen, me ya da rei an hanter d’it, mar kerez.

— Bennoz Doue ! eme ar martolod. Gant an drederenn em be a-walc’h.

Hag an Avel-gevred ha diskenn heman tost d’ar maner ha rei an drederenn eus e grampoezenn d’ezan, peadra ha re zoken en doa da garga e gof ; bec’h en doa o tougen anezi, kement ’oa.

Azeza a ra da zibri eun tamm, hag, e-pad ma tebr, e tilamm en-dro d’ezan razed ha logod, ker stank hag eur c’hrubuilh merien. Ha heman ha distaga tammouigou dio’c’h e grampoezenn, ha rei, dre ma c’helle, da bep-hini anezo. Ar razed hag al logod-man, p’o deveze gallet tizout eun tamm, a rede dioc’htu eus an engroez, evit he zibri, gant aon na ’z aje gant ar re all. Evelato, dre ma roe d’ezo, e tigreske e vec’h krampoez, na petra ’ta. Eat ’oa ar razed holl hag al logod dioutan, pa zigouez eur raz koz war gein eur raz dall.

— Petra eo an dra-man ? eme ar martolod-man.

— Petra eo ? eme ar raz. Eur paour keaz koz, deut war