Mont d’an endalc’had

Pajenn:Milin - Gwechall-goz e oa.djvu/86

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

bennak ; e-lec’h ne dle ket beza tud, marteze, en eur enezenn e-kreiz ar mor, piou a oar ?

— Lavaret mat ec’h eus, eme ar Gevred. Pegeit zo eo eat kuit ?

— C’houec’h zizun ’zo hirio.

— Neuze, eme an Avel-man, me ’oar pelec’h ema. Gwir eo. c’houec’h zizun ’zo abaoe m’am eus gwelet en eun enezenn vras e-kreiz ar mor, n’eus nemet eur c’hoad bras tro-war-dro d’ezi, eur maner ar c’haera, savet e-kreiz ar gwez. Eno ’oan diskennet en deiz-ze da ehana, pa welis eun itron gaer evel eur brinsez hag eun aotrou ganti o vont hag o tont dre ar c’hoad, en eur redek war neuz c’hoari an eil war-lerc’h egile. Evit doare int laouen hag eürus eno o-unan, rak n’eus den all ebet en enez-ze ; razed, gozed ha logod e-leiz a zo avad. Ha nemet al loened a zebrfent, n’ouzoun ket penaos e c’hellfont beva eno.

— Ar re-ze, eme ar martolod, a zo re figus o beg evit dibri razed na logod ; ha c’houi na me ne zebromp moarvad kouk friko hag i.

— Mat avad, eme an Avel-gevred. Deus war va c’hein. A-barz ma vezo pell, ec’h en em gavimp eno hag e weli pe ez eo gwir pe n’eo ket ar pez a lavaran d’it.

Sada hag hor martolod o vont hag oc’h en em gaout eno hep dale. Pa ’z edo a-zioc’h an ti, an Avel a lavaras d’ezan :

— Sell, pleg da benn eun draïg, ha me a zo o vont da dremen ganez e-rez ar c’hamprou, ma weli e diabarz ar maner.

Hag i o-daou ha mont, ha heman, dioc’htu ma sellas, ha gwelet e wreg hag egile oc’h taol er zal.