Mont d’an endalc’had

Pajenn:Milin - Gwechall-goz e oa.djvu/85

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

ha pa ’z, edo o tremen a-zioc’h an Indez, hag hen sellet dre eno ha gwelet er porz al lestr ma ’z oa bet warnan. Neuze ez eas a-benn-kaer ganl an Avel d’al listri Saozon ha laouen e wele frigasa ha koll anezo. Sellet piz a rea en eur vont dre ar mor gant aon na ’z aje e-biou da di e wreg, hep gwelet pelec’h e vije, Kaer avad en doa sellet, ae welas ardremez ebet anezi.

— Asa, emezan, skuiz o vont dre an ear, em eus aon, a lavare d’an Avel-uhel, em eus aon na deo eat gant an diaoul !

— Evit em lod-me n’ema ket evit breman, rak n’em eus gwelet e nep lec’h savet maner nevez ebet a bell zo. Emaomp, emezan, tost d’am breur Gevred. Mar kerez, ez i gantan ; eur pennad mat en deus da ober c’hoaz a-barz en em gaout er gear.

— Marteze en deus gwelet eun dra bennak.

— Klev ’ta, Gevred, a lavaras an Avel-uhel, p’oa tost d’e vreur, ha n’ec’h eus-te ket gwelet netra a nevez en da barrez pell zo ? Sada eur c’henderv d’eomp a zo o klask e wreg dre ar bed, ha n’eo ket evit he c’haout. Ema o paouez lavaret d’in e kred ez eo eat gant an diaoul, pa n’eo ket evit gouzout e pe du ema.

— Ya, eme ar martolod, souezet-maro oun gant an dra-ze. Koulskoude me ’gred e rank beza entre peder moger, ha mar dema war an douar ne vezo ket pell m’he c’havin, rak gwelet em eus tri balevarz eus ar bed.

— Penaos eo ? eme ar Gevred.

— Bez’ e rank beza eat, eme ar martolod, en eur vro distro