Mont d’an endalc’had

Pajenn:Milin - Gwechall-goz e oa.djvu/88

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

an oad ; ne deo mui evit bale hag a zo douget gant e vab dall. Setu eno petra ’zo, anez ni a vije bet en em gavet ama gant ar re all, o deus bet peb a damm diganeoc’h. Mar kirit rei d’eomp-ni ivez, ni ’raio eur vad bennak evidoc’h, mar geller

— Souezet oun e c’hellfec’h prezeg evel a rit.

— Me hepken ama a c’hell prezeg, nemet kefridi bennak o deufe ar re all diganen. Me a zo roue war ar razed, ar gozed ha war al logod a zo en enez-man.

Neuze ar martolod a ro d’an daou-man, n’eo ket eun tamm hepken, leiz o c’hof da zibri. Neuze ar raz koz a c’houlennas outan petra ’raje evitan.

— Eur vad a c’houlennfen ouzoc’h, eme ar martolod, ma ve en ho kalloud.

— Petra eo ? Livirit, eme ar raz koz.

— Kaout a garfen eul leorig bihan-bihan a zo er maner-ze, e bruched an aotrou, nemet en noz ne ve easa e gaout ac’hano, mar gellit.

— Deportit, eme ar raz, bremaïk e welin.

Neuze heman a laoskas eur griadennig, ha dioc’htu e teuas eur pez raz, eur c’hoz hag eul logodenn d’e gaout.

— Petra ’zo a nevez ? emezo.

— Sad’ ama, eme ar raz koz, eun den mat hag en deus ezomm da gaout eul leorig bihan a zo er maner-ze, e bruched an aotrou ; en noz, pa vezo en e wele, eo e rank beza kemeret digantan. Piou ac’hanoc’h a ve evit e gaout ?

— Me, eme ar c’hoz, a doullo eas beteg ar gambr m’ema.

— Ha me, eme ar raz, a bigno war ar gwele.