brasoc’h eget eur vasin vras, ma rankas dibri sec’h e dammou krampoez.
N’oa ket distaget mat dioc’h e goan ma klevas eun trouz hag eun avel a oa spontus.
— Petra ’zo ? emezan d’an hini goz.
— Va mab eo a zo o tont d’ar gear, va mab an Avel-draon. Kea da guzat du-ze en eur c’horn bennak.
Hag ar martolod ha mont e dillo.
Neuze e teuas mab an hini goz en ti. Euzus e oa da welet : e zivrec’h, e gorf hag e dreid, leun a vellou, a astenne hag a verrae evel a gare ; teir askell vras bag outo askellou bihan all en doa ivez, pleget ’hed e liven, ha pegement bennak ma c’helle dont stumm evel a gare, e ranke c’hoaz staga e benn war e c’houzoug ; e vleo hirr a oa tortiset en-dro d’e gorf ; e zaoulagad evel re eun taro gouez hag e c’henou brasoc’h eget dor fourn ebet,
N’oa ket deut mat en ti, ma lavaras :
— Ama ez eus unan bennak, va mamm.
— Ya da, emezi, da genderv bihan a zo deut d’az kaout da c’houlenn eun dra bennak diganez.
— Va c’henderv, emezan, penaos livirit ?
— Da genderv eo zur, rak e vamm-goz ha da hini-te a oa diou vamm-goz.
— Gwir eo ! eme au Avel-draon, ne deas ket dounoc’h e spered da glask e pe c’hiz an dra-ze. Ha da betra eo deut