ama ?… Deuz ama, ma welin ac’hanout ! eme an Avel, oc’h astenn e vrec’h da dizout ar martolod.
— Da c’houlenn diganeoc’h, eme heman, ha n’ho pe ket gwelet va gwreg, oc’h ober ho troiou, dre ar bed.
— Me, eme an Avel-draon, ne redan ket dre ar bed, n’em eus nemet eur palevarz anezan da welet bemdez, ha n’em eus ket gwelet anezi em c’hordennad tro-war-dro.
— Gwir eo, moarvad, a livirit, va c’henderv, eme ar martolod. Marteze, evelato, n’hoc’h eus ket eveseat mat. Er c’hiz m’ema honnez a dle beza eat en eul lec’h distro bennak, pell dioc’h an dud, gant he mignon, hag eno, n’ouzoun pelec’h, e tleont beza savet eur maner kaer d’ezo.
— Mar ac’h eus c’hoant da welet, mar kerez, eme an Avel, e teui ganen warc’hoaz da welet, ha ma na gavez ket anezi, me a gaso ac’hanout d’am breur Gwalarn, hag e weli goude en e gordennad ivez.
— Mont a rin ganeoc’h, p’ ho peus ar vadelez d’am c’has.
Hag antronoz hag an Avel-draon en ear hag ar martolod war e gein. Mar kave d’ezan ez ea buan gwechall war ar mor, pa c’houeze an avel en e lestr, n’oa ket an dra eur skeud eus an herr a oa gant an Avel. Souezet e voe pa welas heman peger bras oa, pa voe dispak e zivesker, e zivrec’h hag e askellou, a nije dre an nenv ker buan na gleved nemet an trouz a rea en eur vont. An Avel-draon a yeas dre gordennad ar bed a oa roet d’ezan da welet bemdez, hag ar martolod, kaer en doe klask e wreg dre bep lec’h ma tremen, ne gavas ket anezi. Lavaret a reas d’an Avel-draon ; ha heman, a-raok