Pajenn:Milin - Gwechall-goz e oa.djvu/80

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



— Me ’garfe, eme ar martolod, beza lojet, m’ho pe ar vadelez.

— Me ’rofe a-walc’h, emezi, Lojeiz d’eoc’h. Gwasa a zo eo. ne gredan ket, rag aon na vec’h debret gant va mab ne vezo ket pell na deuy d’ar gear. Hennez, eme an hini goz, a zebr kement hini a deu ama : n’en deus truez ebet oc’h den.

— M’ho pe ar vadelez d’am c’huzat, emezan, en eur c’horn bennak eus ho ti, marteze ne zebrfe ket ac’hanon.

— Kaer am be, emezi, ne ven evit ho kuzat e nep lec’h na ouezo dioc’htu e viot ama dioc’h ar c’houez. Ha nemet oc’h e gerent hepken ne deo mat.

— Oc’h e gerent ? eme ar martolod. Ho mab ha c’houi a zo kar-nes d’in-me, rak va mamm-goz-me hag ho mamm-goz-c’houi a oa diou vamm-goz.

— Gwir eo ! eme houman. Mat ar stal neuze ! Deut e-barz ha deut da zibri, marteze hoc’h eus naon, eme an hini goz.

— Ya da, eme heman, naon am eus gwalc’h va c’halon.

— Mat ! emezi. Tostait oc’h an daol. Sad’ aze krampoez a-walc’h ha sad’ ama leaz.

Ne lavare ket a c’haou. Eur bern krampoez a oa eno, ma ’z oa spontus. Pep krampoezenn a oa ker ledan ha leur-gear Landerne, ha heman, kaer en doa sacha warnezi evit he zostaat outan, dre ma tebre, ne voe biskoaz evit dont a-benn, hag hen naon du d’ezan, da lonka eur palevarz eus ar grampoezenn. E skudellad leaz a oa ker bras hag eur vod [1], hag e loa

  1. Bod (Haut-Léon), fem., cuve pour la lessive ; grosse futaille de quatre barriques environ et faite exprès pour servir dans les campagnes à couler les buées. Teo evel eur vod (cette personne est) grosse comme une futaille. (Milin.) (Ernault, Roll geriou, in Kroaz ar Vretoned, 17-9-1916.)