Mont d’an endalc’had

Pajenn:Milin - Gwechall-goz e oa.djvu/79

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

bihan d’he mignon o lavaret d’ezan ez oa drezan eo e rea pez a garie n’en doa nemet goulenn, bennez a lavaras :

— Ra vemp-ni aon daou, daou vil leo ac’han, en eur maner kaer e-kreiz eun enezenn, a vezo eur c’hoad bras enni, ha den ebet, nemet gozed, razed ba logod !

N’oa ket lavaret mat e c’her ma ’z oant en em gavet eno o-daou.

Ar roue, pa welas ’oa eat kuit e verc’h, a lavaras d’e vab- kaer ’oa d’èzan mont da glask e bried, ha, ma na gavche ket anezi, n’en doa nemet ar maro da gaout. Hag hor martolod ac’hano da glask e bried : labour-klask en doa. Bale, bale a ra endra bad e dreid outan. Kaer en doa goulenn oc’h heman, oc’h hen-hont, den n’en doa klevet hano eus e brinsez. N’en em zigalonekaas ket evelato. Mont a eure atao, hag eun dervez, dioc’h an abardaez-noz, ec’h en em gavas, naon ha sec’hed gantan, e-kreiz eur waremm vras he doa ouc’hpenn c’houec’h leo tro-war-dro. Mont a ra e-barz evit treuzi anezi, hag, a-barz ma ’z oa en em gavet e-kreiz, ’oa noz tenval, pa zigouezas d’ezan steki oc’h eun dra bennak ha koueza eno.

Pa zavas, e welas oc’h sklear al loar ez oa eur voger taouarc’h ’oa ha goloet evel eun ti. N’oa ket avad eun ti evel ar re all peurvuia, ouc’hpenn dek dervez arat a oa dindanan.

Hag hen souezet ha mont da ober an dro evit klask digor en tu bennak. Bale pell amzer a rankas, a-raok kaout an nor. Skei a eure warni p’ en em gavas, hag e teuas da zigeri d’ezan, en he daoubleg, eur pez hini goz, keit he dent ha pep brec’h d’in-me.

— Petra ’glaskit-hu dre ama ? emezi.