ha mont ganti beteg al lestr. Edont o pignat e-barz, pa voent stlapet er mor ; beuzet e vijent bet anez tud ar vag a zastumas anezo bag o digasas d’ar porz en distro.
Neuze ec’h en em gav ar roue hag e verc’h er c’hae, e-kichen ar vag.
— Bonjour, jeneral ! a lavar.
— Me n’oun ket jeneral, me ’zo martolod. Ha c’houi piou oc’h ? emezan.
— Me ’zo roue ar vro-man, ha setu va merc’h.
— Deut e-barz neuze, eme ar vartoloded.
Hag i dioc’htu etrezek al lestr. Dre ma tostaent, ez oant soue zet o welet peger kaer ’oa korf al lestr, a oa aour, e werniou diamant, hag e oueliou hag e gerdin seiz.
— Na kaera pez labour ! eme ar roue. Biskoaz n’em eus gwelet e bar !
Neuze e pignchont el lestr hag e weljont ar vartoloded henvel holl oc’h jeneraled.
— Piou eo ar mestr el lestr-man ? eme ar roue.
— Sad’ ama an eil mestr ! eme eur martolod, o tiskouez an hini koz ; ar mestr kenta a zo en e gambr, aze, d’an traon.
Merc’h ar roue, dioc’htu ma klevas, a ziskennas el lec’h ma ’z oa lavaret, hag a yeas da guzat a-drenv an nor. Mab ar pesketaer, galvet da vont da gaout ar roue, a ya eus e gambr ha ne wel ket ar brinsez.
Houman, dioc’htu ma voe pignet egile d’an nec’h, a ya er gambr, a glask dindan ar penn-wele hag a gav he c’hi bihan.