Mont d’an endalc’had

Pajenn:Milin - Gwechall-goz e oa.djvu/64

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

a belec’h e oant eat, e voe an holl souezet o welet eul lestr aour ker bras o chom, hep goueledi, war ar mor.

N’eo ket eus ar vro al lestr-ze ! a lavare an dud.

Ha n’oa ket gaou a lavarent. An dud a oa e-barz a oa avad ac’hano.

Al lestr, dioc’htu ma voe en em gavet, a c’houlenn d’e welet ar roue hag e verc’h hepken. Evelato ’oa bet lezet a-raok da vont er bourz mestr bras al listri er porz-mor-ze.

An daou zen yaouank all a oa distro eur pennad a oa evit doare, rak o listri a oa e-kreiz al lenn. Evito avad n’edont ket eno : bez’ ez edont moarvad oc’h ober al lez d’ar brinsez, a-benn m’en em gavche heman, mab ar pesketaer.

Pa voe kemennet d’ar roue ha d’e verc’h ez oa deut eul lestr aour hag ez oa goulennet da zont d’e welet gant e verc’h, houman a lammas he c’halon en he c’hreiz hag a lavaras :

— Mab ar pesketaer eo en dro-man ! Me ’ouie ervad na deuje ket hennez d’ar gear goullo evel an daou all. Va zad ne grede ket ac’hanon-me, divezatoc’h e raio.

Hag ar roue hag e verc’h oc’h en em gaout er porz-mor. Klevet a eure eno ez oa martoloded al lestr aour gwisket holl evel jeneraled, ha n’oa den evit lakaat kemm dioc’h kemm etrezo.

— Gwelet a raimp heb-dale, eme ar roue hag e verc’h o vont.

A-raok ar re-man ’oa bet an daou zen yaouank, o doa c’hoant da gaout ar brinsez, evit gwelet petra a oa, ha kaer o doa ne weljont netra, rak, pa ’z ajont evit mont er vag, e voe lavaret d’ezo mont kuit, war zigarez n’oa ket i eo a c’heded. Neuze ar re-man a reas gwelloc’h : kemeret a rejont eur vag er porz,