Pajenn:Milin - Gwechall-goz e oa.djvu/63

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

dizoloet gantan eus an douar. Neuze me gemeras anezi, en eur zonjal ez oa ar vouc’hal-man a dlie marteze trouc’ha chadenn al lestr aour.

— Kredabl eo, eme vab ar pesketaer. Deomp buan ac’han da welet, ha digasit-hi ganeoc’h.

Ma ’z ejont ha kuit. P’ en em gavas an daou-man tost d’o lestr koz, ne c’hortozed nemeto evit hen toulla hag her c’has d’ar goueled. Pa voe great e stal ez ejont d’al lestr aour, diamant e werniou ha seiz ar goueliou hag ar c’herdin a oa war e dro.

Neuze an hini koz a gemer ar vouc’hal en doa kavet, hag, en eun taol krenn, a drouc’h ar chadenn. Al lestr, a oa dindan gouel, a redas ac’hano dioc’htu, evel douget gant an avel. Mont a rea ha ne gleved grik na trouz ebet, nemet trouz ar mor o reuga a bep tu, evel eun ero gant eun alar.

Eur martolod, e beg ar wern vras, a dlie leuskel eur griadenn, pa ne welje mui kern ar menez aour o steredenna oc’h al loar a bare. Eat ’oa al lestr pell, pell-bras, pa glevas ar vartoloded holl eun trouz spontus o tont war o lerc’h : an teir zemezell e oa. Re zivezat avad e oant en em gavet, rak ne c’hellchont ket paka al lestr, e-pad m’o doa galloud warnezan. Trec’het ’oant bet ar wech-man.

Neuze e voe klevet dre an avel eur vouez skiltr o lavaret :

— Eürus oc’h da veza eat er-meaz eus va rouantelez ; great ez eus bet skol d’eoc’h, rak anez ho pije kresket va bandenn zenved.

Brema ar re-man a zistro buan ac’hano da Vreiz : ar mor hag an avel a oa mat d’ezo. Ha, p’en em gavchont war lenn ar porz-mor,