Mont d’an endalc’had

Pajenn:Milin - Gwechall-goz e oa.djvu/66

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Kregi a ra ennan, hau d’ur red du gaout he zad, en eur lavaret d’ezan :

— Sellit, va zad, setu va c’hi. Heman eo mab ar pesketaer hag a vezo va fried, mar kirit rei brema anezan d’in.

— Bez’ ez pezo anezan, ne virin ket.

— Brema, eme ar brinsez, e welet ervad e talv heman muioc’h eged an daou all, ha daoust m’ ho pou roet d’ezan eul lestr koz ha re nevez d’an daou-ze, ez eo deut a-benn da gaout eul lestr na oar den pegement e talv.

— Gwir a leverez, va merc’h. Eun den eo mab ar pesketaer, evit doare. Brema, eme ar roue, n’eus ken tra da ober nemet kas al lestr d’ar porz, rei d’an dud-man o gopr, ha c’houi, va mab-kaer, emezan, deuit ganeomp brema, ma vezo great an eured.

— Evel a livirit a zo mad ! eme vab ar pesketaer.

Ha dioc’htu e voe kaset al lestr d’ar porz, e voe laosket ar vartoloded goude ma voe bet gopreat mat pep-hini anezo, ha dreist-holl ar martolod koz. Heman a voe pedet gant mab ar pesketaer da zont ganto d’e eured, ha mont a reas.

Eur fest a voe, am eus klevet, ne voe biskoaz fest eveltan. An daou bried yaouank a voe eürus, ha neuze ar pesketaer, deut da vab-kaer ar roue, a voe roue war e lerc’h en hor bro.