— Taolit ho martoloded aze er vasin an eil goude egile, hag e welot penaos e vezint goude.
Ma lavaras ne raje ket, rag aon d’o lakaat da vervel.
— Evit mervel ne raint ket, eme an teir verc’h d’ezan. Hag, evit diskouez d’eoc’h, eme unan, me ya e-barz ha n’am bezo poan ebet.
Houman a reas eul lamm er vasin vras hag a chomas e-barz eur pennad, ha, pa deuas er-meaz, ez oa alaouret holl he dilhad a oa bet en dour.
Ar vartoloded en-dro d’ar vasin, pa weljont kement-se, a lammas ivez e-barz, ha, dre ma teuent er-meaz, goude en em zouba mat. ez oant gwisket en aour, penn-kil-ha-troad, hag evel jeneraled.
Goude-ze, mab ar pesketaer a yeas gant an teir zemezell d’o zi, hag a c’hoarias ganto eur pennad mat. Pep tro e c’houneze, ma lavarent d’ezan c’hoari atao hed an noz.
— Ne ran ket, emezan ; mall eo d’in mont gant va martoloded d’am lestr.
Hag hen ha lavaret d’ezo :
— Kenavezo warc’hoaz !
Antronoz ’oa an deiz diveza d’ezan, rak ne c’helle den chom ouc’hpenn tri dervez en enezenn-ze, hep beza paket gant an teir verc’h-man.
Deut antronoz, e teuas gant mab ar pesketaer eun hanter all eus e vartoloded. Ar re-man a oa mall ganto dont, evit beza lekeat ivez e jeneraled. Pa ziskennjont en deiz-ze en douar, e voent souezet holl o welet eur vandennad zenved en eur park