Mont d’an endalc’had

Pajenn:Milin - Gwechall-goz e oa.djvu/61

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

e-kichen an aod. Biskoaz n’o doa gwelet denved ker bras ha ker kaer : gloan aour a oa warnezo holl. Raktal m’o gwelas, mab ar pesketaer, en eur dremen, a lavaras :

— Na pebez bandennad zenved !

— Ya, eme unan, ar brasa anezo, a glevas anezan. Ha warc’hoaz e vezo muioc’h,

— Perak ? eme an den yaouank.

— C’houi a gresko ar vandenn.

— Mar kirit, diana, ne raimp ket. Livirit d’eomp penaos miret, ma ve gallet ober.

— Da ziwall hoc’h eus, eme ar maout bras aour. War an hent mat emoc’h da zont. Selaouit ac’hanon ha me ’raio skol d’eoc’h evit miret, mar gellit. A-raok mont da c’hoari gant an teir brinsez-ze, o deus lekeat ac’hanomp-ni evel m’emomp, grit d’ar vartoloded-man evel d’ar re all, ha, neuze, kasit anezo d’ho lestr, ha livirit d’ho martolod koz dont ama e-unan ganeoc’h. Arabad avad e vezo d’ezan mont larkoc’h eged ar park-man. Neuze, eme ar maout, c’houi a yelo gand ar plac’hed yaouank hag a c’hoario outo. Koll pep tro a raint, ha, p’o devezo kollet o danvez holl, e c’hoariint ivez ouzoc’h o lestr aour, a gollo evel pep tra. Neuze ne vezo ket achu c’hoaz, rak n’eo ket lavaret e c’hellfac’h tec’hel war al lestr-ze kuit. Evit dont a-benn a ze, e vezo red trouc’ha gant eun taol bouc’hal hepken ar chadenn a zalc’h al lestr ouc’h ar goueled, hag a-raok dispaka ar goueliou, hag hel lakaat e doare da vont kuit buana ma c’hello mont. Arabad eo ivez e ve lavaret ger gant aen ebet, ken na viot keit dioc’h an enezenn ma na welot mui anezi. Mar gellit ober an traou-ze holl, evel a lavaran d’eoc’h, eme ar maout aour,