c’hellimp ket paka heman. Tostaomp oc’h ar puns, ha gwelomp, en ear vonl e-biou, petra a raio.
An dra-man a oa bet lavaret gouestad ha n’oa ket bet klevet gant mab ar pesketaer.
Evelato, pa voe en em gavet eno, an demezelled a lavaras :
Diwallit, aotrou, na gouezfac’h : aze ez eus eur puns.
Mar kouezan-me e-barz, emezan, c’houi a raio ivez.
Ar re-man a oa souezet o welet o doa great an dro d’al liorz hep beza gallet paka ar paotr yaouank.
— Deomp da goania brema ! eme unan anezo.
Hag i ha mont, ha pa voe debret koan ha distaliet, e leverchont :
— Brema e rankomp c’hoari.
— M’ hoc’h eus amzer da c’hoari fenoz, demezelled, me n’am eus ket : mont d’am lestr da loja a rankan. Warc’hoaz avad hag antronoz e c’hellin c’hoari ganeoc’h, mar kirit.
— A zo mad ! emezo.
— Brema ez an d’am lestr.
Ha setu hen eat kuit.
Antronoz e tiskennas en douar adarre hag e lavaras e ranke dont gantan an hanter eus e dud ; an hanter all a chomo el lestr, ha warc’hoaz e teuint d’o zro.
Sada neuze an hanter eus ar vartoloded o tont gant mab ar pesketaer en douar. P’ en em gavchont, edo an teir zemezell o lakaat da virvi eur vasin, ha leun a draou, ne ouie ket ar re-man petra oa. Ma lavaras unan eus an demezelled d’ar c’habiten :