Pajenn:Milin - Gwechall-goz e oa.djvu/58

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


— Ha ne welet ket a-hont, e-kreiz an enezenn-ze, eur pez menez aour o lugerni oc’h an heol ?

— Eo da, eme vab ar pesketaer, gwelet a ran.

— A-hont eo d’eoc’h mont. Pa ’z eot e teuio teir brinsez kaer a-zirazoc’h ; mont a raint ganeoc’h en o liorz hag eno e tiskouezint d’eoc’h a bep seurt traou kaer. N’eus forz avad peger kaer e vezint, arabad a vezo d’eoc’h sellet outo. En eur c’holei ho taoulagad, a-vec’h ma lavarint : « Sellit, aotrou, nag a draou kaer ! » livirit d’ezo : « Ya ! me oar pelec’h ez eus kaeroc’h ! » Setu ho pezo da ober, ha taolit evez mat.

Goude m’en doa ar martolod koz great skol da heman evel-se, ez eas d’an enez. Ha dioc’htu an teir brinsez a deuas d’e gaout.

— Yec’hed, emezo, mab-kaer Roue Breiz !

— Yec’hed d’eoc’h, va demezelled ! eme heman.

— Deut ganeomp, emezo, da ober eun dro.

Hag hen ha mont. Pa voent en em gavet o fevar el liorz, an teir-man a droe en-dro d’ezan, en eur lavaret an eil goude eben :

— Mab-kaer Roue Breiz, sellit peger brao traou ’zo ama ! Heman, o kas e zourn war e zaoulagad, a lavare :

— Ya da, demezelled. Me oar pelec’h ez eo kaeroc’h ! N’oa ken komz ganto.

— Sellit, sellit, nag a draou kaer !

Ha mab ar pesketaer, pep tro ivez a lavare :

— Ya, me oar pelec’h ez eus kaeroc’h !

— Asa ! eme unan eus ar prinsezed, neuze, ’m eus aon, ne