Mont d’an endalc’had

Pajenn:Milin - Gwechall-goz e oa.djvu/57

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


— Neuze ez aimp, eme ar martolod, d’eun enezenn a zo e-kreiz ar mor hag a zo eur menez aour en he c’hreiz. Ac’hano e teuio ganeomp eun dra bennak hag a vezo en tu all da gement a zigaso an daou all. Va list ’ta da sturia al lestr hag ec’h en em gavimp en enezenn-ze hep kalz a boan.

Ma voe lekeat ar martolod koz-ma da ren al lestr : al levier ne rea netra nemet dioutan.

Setu i en hent hag o vont. N’edont ket pell c’hoaz, ma lavaras un hini koz dastum al lien.

— Eun taol-amzer a zo o tont warnomp.

Hag a-vec’h ’voe great evel a lavare, ma c’houezas an avel ha ma savas ar mor ken na gave d’ar re-man diskenn eus a greiz an oabl betek goueled ar mor. Al lestr a yeas atao evel kent, hep dale kalz ; an avel a gase anezan.

E-pad ma ’z edont evel-se, e klevont eun trouz spontus, hag i o tistrei a wel an daou lestr all, diwerniet koulz lavaret, o vont tu-man tu-hont hag o c’houlenn sikour.

— Deomp d’o c’haout, eme vab ar pesketaer, rag aon na dafent da goll.

— Nann, nann ! eme ar martolod koz. Ma vijec’h en o lec’h, e lezchent ac’hanoc’h ; list-i ivez ha deomp atao. Lavaret em oa d’eoc’h o divije poan ; gwelet ha n’eo ket gwir a lavaran.

A-benn eun nebeut goude, e torras an avel hag e sioulaas ar mor. Al lestr neuze a gerze eas ha diskuiz, hag, a-benn eur miz pe war-dro goude ar barr-amzer-man, ec’h en em gavchont dirag an enezenn en doa lavaret an hini koz. Mont a reas da gaout mab ar pesketaer da lavaret d’ezan ez oant en em gavet.