Mont d’an endalc’had

Pajenn:Milin - Gwechall-goz e oa.djvu/56

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Ha heman ha mont ha lavaret neuze :

— Hastit affo, kemerit an dud hoc’h eus ezomm da gaout evit ho lestr, ha neuze, mar kirit va lezel-me, me a renko anezo evel ma ’z eo red.

— Grit evit ar gwella, eme vab ar pesketaer. Va eil e viot, ha dre-ze e rankomp beza dare da vont kuit ar c’henta ar gwella, pa vezo bet ama ar roue hag e verc’h.

— N’ho pezet aon ebet, eme ar martolod koz ; gouzout a ran ervad kement a zo red da ober. Ha petra bennak ma ’z eo koz ho lestr ha nevez-flamm re an daou all-ze, ar re-ze, ma na geront diwall, a vezo tud kollet ha torret o listri d’ezo war ar c’herreg ; n’eus ganto nemet martoloded yaouank, kalz re arc’hant a vez roet d’ezo. Diskenn bemdez en douar a ra an darnvuia anezo ; ni avad a zo gwell d’eomp chom el lestr hag, ouc’hpenn, petra rafemp-ni en douar ? N’hon eus gwenneg.

Ne voe ket pell m’en em gavas ar roue hag e verc’h er porz-mor. Ar brinsez yaouank a deuas da lestr mab ar pesketaer, hag, hep gouzout d’ezan, a lakaas eur c’hi bihan he doa dindan e benn-wele, hag en eur vont kuit goude, e lavaras d’ezan kaout sonj enni, ha kenavezo an distro.

Dioc’htu ma voe deut en douar ar brinsez, e voe disheoriet, dispaket ar goueliou, hag ez eas al lestr evel eur pesk war an dour.

— N’eo ket a-walc’h mont, eme ar martolod koz. Da belec’h ez eomp ? a c’houlenn oc’h mab ar pesketaer.

— Choui, eme heman, hoc’h eus foetet broiou e-leiz, a dle gouzout gwelloc’h egedon-me e pe vro eo ar gwella d’eomp mont, evit kaout eun dra gaer bennak.