Mont d’an endalc’had

Pajenn:Milin - Gwechall-goz e oa.djvu/55

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

d’in ez afent pep-hini gant e lestr da glask ha da gerc’hat d’in ar c’haera tra a gavint er broiou all. Dioc’h ar pez a zigasint, e vezo gwelei peseurt tud int.

— Mad eo ! eme ar verc’h, a lakaas kemenn kement-man dioc’htu da vab ar pesketaer ha lavaret d’ezan ec’h en em gavche gant he zad er porz-mor ma tlient en em gaout hag eus a belec’h e tlient mont.

Lavaret a reas ivez war he lizer ez aje d’e lestr evit gwelet peseurt martoloded a gemerche.

— Rak arabad eo, emezi, ho pe tud yaouank ganeoc’h : ar re-ze n’int ket gouiziek a-walc’h dioc’h ar mor, ouc’hpenn ma ’z int alies pennou skanv hag hedro. Kemerit martoloded a vezo krenv, daoust ma vent war an oad : ar re wella int peurvuia.

Ar brinsez yaouank, eur pennad goude kemenn kement-man da vab ar pesketaer, a yeas gant he zad d’ar porz-mor he doa lavaret. P’ en em gavas, edo an tri lestr sternet mat ha dare da vont.

Mab ar pesketaer, pa glevas petra a oa, a yeas war ar c’hae da welet piou a gemerche da vartoloded da vont gantan, Dioc’htu ma ’z eas, e teuas d’e gaout eur martolod koz.

— Doare hoc’h eus, emezan, da glask unan bennak da vont ganeoc’h ?

— Ya da, eme an den yaouank. Ha c’houi a fellfe d’eoc’h dont ganen ?

— Mont a rin, mar kirit.

— Mad eo ! Deut, eme an den yaouank a lavaras neuze d’ezan kement en doa kemennet merc’h ar roue.