bihan ker yaouank un eil hag egile. Triouac’h vloaz, a gredan, ’oa pep-hini, pa lavaras eun dervez ar roue d’e verc’h ez oa pred d’ezi kemeret pried.
— Pa gerot, va zad ! a lavaras.
— Pa giri da-unan eo, eme ar roue ; priejou a-walc’h a vezo kavet. Ama ez eus daou zen yaouank a ouenn uhel ha pinvidik, hag a zo deut da c’houlenn da gaout da zimezi.
— Mad ! eme ar verc’h. Mar dimezan-me, emichans, va zad, e lezot ac’hanon da heulia va c’halon : me a gar unan, pell a zo, ha marteze e vezo diês d’eoc’h rei ac’hanon d’ezan.
— Lavar d’in ma klevin piou eo hennez a garez.
— Hennez, eme ar verc’h yaouank, a zo ar pesketaer bihan hoc’h eus gwelet ama. Her c’haret a ran, abaoe an eil tro ma teuas, an dro genta m’her gwelis. Hennez, ma teurvez ganeoc’h va lezel d’her c’hemeret, a vezo va fried ; evit hini all ebet ne vezo.
— Petra ! eme ar roue. Mab eur pesketaer ne deo ket dioc’h da zere, hep ober fae war e ouenn.
— N’eus dere dioc’h dere d’ar galon, eme ar verc’h. Ha kaer hoc’h eus lavaret, fae a rit warnan, o veza ma ’z eo paour, Evelato e talv muioc’h eged ar re vras-se a fell d’eoc’h da rei d’in. Ya, emezi, me glaoustrfe, ma ve lekeat ganeoc’h da vont da glask eun dra bennak, ar pez a gerot, e teufe gwelloc’h a-benn a ze eged an daou all a zo hano anezo ganeoc’h.
— Mad eo ! eme ar roue. Gwelet e vezo, pa leverez, rak me ya da rei da bep-hini anezo o-zri peb a lestr, hag, o veza ma ’z eo an daou a fell d’in pinvidik, e roïn d’ezo peb a lestr nevez, ha da vab ar pesketaer, hag a zo paour, eul lestr koz. Ha neuze e fell