Mont d’an endalc’had

Pajenn:Milin - Gwechall-goz e oa.djvu/53

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

d’ar skol ha deski muia ma c’helle. Evelato ez ea a-wechou da besketa, hag, eun devez m’en doa paket eur pesk, kalz kaeroc’h eged an daou genta en doa kaset d’ar roue, ez eas gantan adarre,

En dro-man ’oa kempenn ha, dre ma ’z oa eur paotr brao, hardiz oa a-hend-all.

Merc’h ar roue, p’ her gwelas adarre er c’hiz, ne voe ket evit miret oc’h he c’halon d’e garet. Gwelet a eure anezan, ha dioc’htu e tiskennas d’ar red d’e gaout.

— Deut out adarre ’ta ? emezi.

— Ya, ya, eme ar paotr. N’oan ket evit ankounac’haat ho madelez, hag evit-se oun deut da zigas eur pesk d’eoc’h adarre : n’em eus ken evit ho trugarekaat.

— A-walc’h eo, emezi, ac’h eus great. Gwelet a ran ez out brema gwisket kempenn hag eur paotr koant ac’hanout. Pa n’ankounac’haez ket ac’hanon, me n’az ankounac’hain ket ivez. Kemer, emezi, ar pevar c’hant skoed-man diganen, ha na lavar ger ; digant va zad ez pezo ivez eun dra bennak bremaïk.

Ar roue, pa glevas edo eno ar pesketaer bihan adarre, a lakaas rei d’ezan ivez pevar c’hant skoed.

- Sada, va faotr, out pinvidik en da zere ; Brema arabad d’it lezel an arc’hant-se da goll. Evel am eus lavaret, kea d’ar skol, ha, pa vezi desket mat, e klevi hano ac’hanon-me.

Ar paotr a zistroas d’ar gear hag a yeas d’ar skol evel ma ’z oa boaz. Diski a rea af pez a gare, hag, a-benn nebeut bloaveziou goude, oa den yaouank ha gouiziek e-kever pep tra.

Lavaret ez eus, a gredan, ez oa merc’h ar roue hag ar pesketaer