Mont d’an endalc’had

Pajenn:Milin - Gwechall-goz e oa.djvu/35

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

— Ya da, eme ar prins ; petra a zo, va faotrig ?

— Eun dra am boa da lavaret d’eoc’h.

— Lavar.

— Ne rin ket ama, Aotrou, gant aon na ven klevet gant unan bennak. Ha n’ho peus-hu ket eur gampr all pelloc’h du-ze ? eme ar paotr, o sellet oc’h eun nor a oa prennet. Deomp e-barz, mar plij, Aotrou, hag e klevfoc’h va c’hefridi ganen ; rak arabad eo, eme va mamm, e klevfe den nemedoc’h ar pez am beus da lavaret, eun dra eo hag a zell ouzoc’h-hu hepken.

Ar prins yaouank, souezet o klevet ar paotr, a zigor an nor a oa diskouezet d’ezan hag a ya e-barz. Ar paotrig war e lerc’h. Heman, goude prenna an nor, a zistro ouz ar prins hag a lavar d’ezan penn-da-benn kement tra en devoa gwelet ha klevet.

Map ar roue a anavezas dioc’htu e oa ar plac’h yaouank-ze, a oa hano anezi gant ar paotr, c’hoar e vignon deut da welet anezan ha d’her parea, mar gellche.

— Me a rank gouzout, eme ar prins d’ar paotr, ha gwir a leverez d’in ; chom a ri ama betek emberr da noz ha neuze ez aimp hon daou hag e welin va-unan, pa dle dont diou wech c’hoaz, eme-te.

— Ya da, Aotrou, ganti he-unan eo em beus klevet, ha mar deo gaou, war he lerc’h e lavaran.

— Mat eo neuze, eme vap ar roue.

Deut an noz, an daou-ma a yeas d’ar c’hoad hag emberr, war-dro dek heur, setu eur sklerijenn gaer o sevel hag o tont war-zu enno.