ac’hano, oc’h astenn e zaoulagad, e welas e oa eun demezel guer, hag e oa eat e-barz. Ar paotr-man, kivioul an tamm anezan, ha dispont gant an dra-ze c’hoaz, a dosta evit gouzout petra eo ba petra ra an demezel er chapel. Sellet a ra dre doull an nor ha gwalet ar plac’h yaouauk o pokat d’eun den yaouank droulivet a oa eno. Gwelet a ra anezi o walc’hi e c’har hag e c’houli d’ezan; he c’hlevet a ra o komz ouz he breur hag heman o lavaret : — « Ma ouezfe map roue an Hiberni emaout ama e ve eürus ha laouen, hag e teufe evit klask da gaout. » — Ar c’homzou-ma ha kement en devoa gwelet ha klevet ar paotr-ma ne voent ket kollet gantan.
Mont a reas achano ha ne oa ket da glask e loened, d’ar gear eo ez eas, ha tiz gantan, da lavaret d’e vamm petra en doa gwelet er c’hoad. Ar vamm a gelennas he map da vont, kenta ha ma chellje, da gaout map roue an Hiberni ha da lavaret da zen, nemet d’ezan e-unan, ar pez en doa gwelet ha klevet. Ar paotr-man neuze, eun daouzek vloaz bennak d’ezan, kenta a eure pa zavas, a voe mont da lez ar roue. Goulenn a ra oc’h ar gwardou beza lezet da vont el lez.
— Va list, eme ar paotr, ha n’ho pezo ke’t a geuz; eun dra vras am beus da lavaret d’ezan, ha ne c’hell klevet den ebet pemetan; hen avad a vezo laouen, pa glevo.
Neuze, setu ma voe lezet gant ar zoudarded. Pa oa eat el lez, ei c’houlennas komz oc’h map ar roue hag e voe lavaret d’ezan pignat d’he gaout. Eat d’an nec’h, ar paotr a sko war an nor hag a zigor anezi dioc’htu. Gwelet a ra eun den yaouank kaer, hag hep troidellat tamm, e c’houlenn outan ha map ar roue eo.